Biographie

Enfant, la photo lui est contée par sa mère qui aime photographier, et qui cultive surtout le souvenir des nombreux clichés du grand-père brestois dont il hérite des plaques photo : scènes du port de commerce dans les années 1920, fête de l’aviation...

A 10 ans, il fait ses premiers pas avec un Instamatic 100 qui lui permet de s’essayer à plusieurs genres. A 11 ans, il est assez fier de son portrait d’Alan Stivell, modeste cliché qui lui donne envie d’aller plus loin.

En 1978, la naissance de son premier enfant et un long voyage en Chine le réveillent à l'envie de fixer les portraits et les paysages. Il travaille sur quelques appareils d’emprunt, notamment un Konica C35 puis un rustique Zenit TTL qui lui permet de découvrir l’univers du réflex et de ses réglages. Rien de tel qu’un bon appareil entièrement manuel pour comprendre les enjeux de chaque paramètre : sensibilité, vitesse, ouverture… Les conseils d’un groupe rennais d’amateurs passionnés le guideront dans la prise de vue et certaines techniques de labo.

Après des essais éphémères sur un Praktica B200 qui ouvre le champ des possibilités, acquiert à 29 ans un Minolta X500 qui sera son fidèle compagnon de route durant plus de 20 ans. Un grand appétit pour découvrir le talent des photographes et le génie de quelques maîtres, mais une production personnelle faible, limitée à la sphère personnelle et familiale.

En 2006, il abandonne son vieux copain argentique au profit d’un Canon Eos 30D. De retour à la photo, s’essaye à quelques genres différents tout en caressant des projets très précis. Affaire à suivre…


Pa oa bugel e oa bet kontet dezhañ gant e vamm istorioù foto diwar e dad-kozh eus Brest. Gantañ ez eus c’hoazh hiziv an deiz plakennoù foto eus an amzer gozh : ar vuhez er porzh-koñverzh, fest al listri-nij er bloavezhioù 1920, hag all…

Da 10 vloaz e ra e fotoioù kentañ, a bep seurt, gant un Instamatic 100 bet profet dezhañ. Lorc’h ennañ da 11 bloaz pa c’hell sevel poltred Alan Stivell, pezh a gas dezhañ ar c’hoant da vont pelloc’h.

Er bloavezh 1978 en deus adkroget gant fotoioù poltred ha maezioù, pa oa bet ganet e vugel kentañ ha da vare ur veaj hir ‘ba Bro Sina. Ober a ra gant un nebeut ardivinkoù bet amprestet gantañ, etreze ur c’h-Konica C35 ha goude-se ur rust a Zenit TTL a oa an ardivink nemetañ da zizoleiñ bed bras ar refleks. Petra 'zo gwelloc’h ‘get un ardivink dorn tout, evit kompren pezh a ra pep parametr : kizidigezh, buander, digorentez… Kuzulioù ur strollad skeudennerien youl enno ‘ba Roazhon vo efedus da zeskiñ an doare da skeudenniñ ha teknikoù labo da c’houde.

Goude berr amzer gant ur Praktica B200 a ziskouez dezhañ un nebeut oberioù nevez possubl, e pren ur Minolta X500 hag a chomo ur feal a ardivink e-pad ouzhpenn 20 bloaz. Digor bras eo e zaoulagad evit dizoleiñ skeudennerien eus ar re wellañ, ha ivez oberennoù dispar mistri meur eus ar vicher, met n’en deus ket amzer awalc’h d’en em ouestlañ d’ar foto.

Er bloavezh 2006 e lar kenavo d’e vignon kozh, paourkaezh ardivink argantek bet lezet e-unan war stalioù ur pezh-arrebeuri bennak… evit ober gant ur c’h-Canon Eos 30D nevez-flamm. Bet deuet endro e bed ar foto, e klask hentoù niverus ha nevez, ennañ ur spered hag ur mennozh resis-tre. Gwelet e vo…